O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.
Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.
Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!
Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.