hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.
Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Bremañ eta, na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien, na glaskit biken nag o feoc'h nag o berzh, evit ma viot kreñv ha ma tebrot madoù ar vro, hag evit m'he roiot en hêrezh d'ho mibien da viken.
Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma’z emañ hec’h ozhac’h o vevañ. Met ma varv hec’h ozhac’h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.