Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.
Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leñverien tro ar straedoù.
evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.