Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.
Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pezh a lavaras o zad dezho en ur vennigañ anezho. Bennigañ a reas pep hini anezho, hervez ar vennozh a zeree outañ.
Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Hag e c'hoarvezas ma koñsevas Anna, ha ma c'hanas ur mab en amzer dereat, hag e c'halvas e anv Samuel, rak, emezi, e c'houlennet em eus digant an AOTROU .