Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 48:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Lavarout a reas din: Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 48:4
20 Iomraidhean Croise  

Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus.


Me a lakaio ac'hanout da vezañ frouezhus kalz-meurbet, hag e rin ac'hanout broadoù; rouaned a zeuio ac'hanout.


Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.


me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.


Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,


Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù.


Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat ez keñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras.


Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.


Hag e lavaras: Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezañ ur vroad vras eno.


Israel a chomas e bro Ejipt, e bro C'hoshen, hag e prenjont dalc'hioù; frouezhus e voent hag e kreskjont meurbet.


Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.


Lakaat a rejont eta warno mistri-anerioù evit o bec'hiañ gant trevelloù. Evel-se e savjont da Faraon kêrioù Pitom ha Ramsez, evel dastumlec'hioù.


Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc'h-niverusañ ha galloudusoc'h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h;


Pa lodennas an Uhel-Meurbet o hêrezh d'ar broadoù, pa zispartias mibien Adam, e lakaas bonnoù ar pobloù hervez niver mibien Israel,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan