Roet e voe kement-se da anavezout da Jakob, o lavarout dezhañ: Setu, da vab Jozef a zeu da'z kavout. Neuze Israel a zastumas e nerzh hag a azezas war e wele.
Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!
Mibien Jozef a rae daou veuriad, Manase hag Efraim, ha ne voe ket roet a lod d'al Levited er vro, nemet kêrioù da chom enno gant o douaroù tro-dro evit o chatal hag evit o madoù.