Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.
Ruben a respontas o lavarout: Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h: Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp.
Eñ a c'houlennas outo penaos edo an traoù ganto hag a lavaras: Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo? Bev eo bepred?
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.