Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 42:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Lavarout a reas: Setu, klevet em eus ez eus gwinizh da werzhañ en Ejipt. It eta di ha prenit gwinizh evidomp, evit ma vevimp ha na varvimp ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 42:2
11 Iomraidhean Croise  

Neuze dek breur eus Jozef a ziskennas da brenañ gwinizh en Ejipt.


P'o doe echuet da zebriñ ar gwinizh o doa degaset eus an Ejipt, o zad a lavaras: Distroit da brenañ un tamm boued deomp.


Mar kasez hor breur ganeomp, mont a raimp hag e prenimp boued dit.


Juda a lavaras da Israel e dad: Kas ar bugel ganin, ha ni a savo hag a yelo. Evel-se e vevimp ha ne varvimp ket, ni, te hag hor bugale.


Hastit pignat da gavout va zad ha lavarit dezhañ: Evel-henn a lavar da vab Jozef: Doue en deus va lakaet aotrou war an Ejipt holl, deus eta da'm c'havout ha na zale ket.


Ne varvin ket met bevañ a rin, hag e tisklêrin oberennoù an AOTROU.


Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,


evit dieubiñ o ene eus ar marv, hag o lakaat da vevañ e-pad an naonegezh.


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.


Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoù ur wech kentañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan