Geneliezh 41:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned8 Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ. Faic an caibideil |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!
Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,