Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 41:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ha seizh tañvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 41:6
8 Iomraidhean Croise  

Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outañ avel ar sav-heol, ha ne zisec'ho ket? Disec'hañ a raio war al lec'h m'eo bet plantet ennañ.


Hag e kouskas hag ec'h huñvreas un eil gwech. Setu, seizh tañvouezenn druz ha brav a vountas war un hevelep korzenn.


An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn druz ha leun. Ha Faraon a zihunas. Setu an huñvre.


Ha seizh tañvouezenn disec'h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.


Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan