O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.
Ma ne gredont ket zoken en daou sin-se ha ma ne sentont ket ouzh da vouezh, e kemeri dour eus ar stêr, a skuilhi war an douar, hag an dour az po kemeret eus ar stêr a zeuio da vezañ gwad war an douar.
Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Rak ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ n'eo ket evel bro Ejipt ma'z oc'h aet kuit diouti, e-lec'h ec'h hades da had hag e toures anezhañ gant da droad evel ul liorzh legumaj.