9 An hanafer bras a gontas e huñvre da Jozef evel-se: Huñvreal a raen ha setu, ur winienn a oa dirazon,
Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt.
hag ar winienn-se he doa tri brank. War a seblant e vountas, he bleunioù a zeuas er-maez hag he blokadoù a roas rezin darev.
Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras,
Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.
O roue! Te a selle, ha setu un delwenn vras! Splannder an delwenn vras-se a oa dispar; en he sav e oa dirazout, spontus da welout.
A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoù santel ennañ, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhañ an huñvre.