Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 40:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag a lakaas anezho e ti penn ar warded, en toull-bac'h, e-lec'h ma voe dalc'het Jozef.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 40:3
6 Iomraidhean Croise  

Jozef a voe kaset en Ejipt, ha Potifar, ofiser Faraon ha penn e warded, den Ejipsian, a brenas anezhañ digant an Ismaeliz o doa e zegaset.


Mestr Jozef en kemeras hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h, e-lec'h ma veze dalc'het prizonidi ar roue. Eno e voe eta, en toull-bac'h.


Penn an toull-bac'h a lakaas etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac'h, ha kement a oa graet eno a veze graet drezañ.


Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae.


Penn ar warded o lakaas etre daouarn Jozef hag e servije anezho. Hag e voent un nebeud amzer en toull-bac'h.


Faraon en em lakaas droug ennañ a-enep e servijerien hag a lakaas ac'hanon en toull-bac'h, e ti penn ar warded, me hag ar baraer bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan