2 Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras,
Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt.
Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon,
An hanafer bras n'en doe ket soñj eus Jozef, hag e ankounac'haas anezhañ.
Faraon en em lakaas droug ennañ a-enep e servijerien hag a lakaas ac'hanon en toull-bac'h, e ti penn ar warded, me hag ar baraer bras.
Shimei eus Rama war ar gwini; Zabdi eus Shefam war broduerezh ar gwini evit an tiez-dastum a win;
pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar. Ehan
Fulor ar roue a zo ur c'hannad a varv, met un den fur a sioula anezhañ.
Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.
An hini en em lez da vont d'ar gounnar a zougo ar boan a-se, ha ma vez dilezet e vo ret dont en-dro.
Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?
Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.