Ar baraer bras, o welout en doa roet Jozef un displegadenn ken brav, a lavaras dezhañ: Me ivez a huñvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwenn war va fenn.
O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.
Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.