Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
Samballad ha Geshem a gasas da'm c'havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c'hêriadennoù a zo e traonienn Ono. Bez' e oant e sell d'ober droug ouzhin.
evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.