Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 4:7
33 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras: Setu, e roan dit c'hoazh ar c'hras-se, ne zistrujin ket ar gêr ac'h eus komzet diwar he fenn.


Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.


O roue, Arauna o ro holl d'ar roue! Hag Arauna a lavaras d'ar roue: An AOTROU da Zoue, da vezañ a-du ganit!


Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram.


mar pellaez an direizhder a zo ez taouarn, ma ne lez ket an drougiezh da chom ez teltenn,


neuze a-dra-sur e savi da zremm dinamm, startaet e vi ha na'z po ket aon,


evel en deizioù va diskar-amzer, pa veze sekred Doue em zeltenn,


Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.


N'eo ket mat lakaat evezh ouzh an den drouk, evit ober gaou d'an hini reizh er varnedigezh.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.


Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.


Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h.


met penaos e pep broad an hini a zouj anezhañ hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantañ.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.


Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d’o c’herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan