Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hag an AOTROU a lavaras da Gain: Perak out fuloret, perak eo da zremm goeñvet?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 4:6
13 Iomraidhean Croise  

Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?


Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan