Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.
Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU , hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c'halvas an AOTROU , a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.
An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.
Moizez a fuloras, hag e lavaras d'an AOTROU: Na laka ket evezh ouzh o donezon. Ne'm eus ket kemeret un azen hepken diganto, ha ne'm eus graet droug da hini ebet anezho.
Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.
Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.