Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Neuze Kain a yeas kuit a-zirak an AOTROU hag a chomas e bro Nod, e sav-heol Eden.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 4:16
19 Iomraidhean Croise  

Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.


Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.


Kain a anavezas e wreg. Houmañ a goñsevas hag a c'hanas Enok. Hag e savas ur gêr a c'halvas Enok, eus anv e vab.


Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, kement en deus a zo ez torn, nemetken, na laka ket da zorn warnañ. Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU.


Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn.


Ne welo ket ar gwazhioù, ar stêrioù, ar froudoù mel hag amann.


Barn anezho, o Doue! Ra gouezhint en o c'hoantoù; diskar anezho en abeg da vraster o disentidigezh, rak en em savet int a-enep dit.


Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet, ar re a gasa anezhañ a dec'ho kuit a-zirazañ.


An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.


en abeg da-se, ma a ankounac'haio ac'hanoc'h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c'hwi hag ar gêr am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù,


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac’h eus kelennet en hor straedoù.


Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n’en deus ket e anavezet.


An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n’eo bet graet heptañ.


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan