An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez.
Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.
Gervel a reas anezhañ Noe, en ur lavarout: Hemañ hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus milliget an AOTROU.
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.