Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 4:10
24 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet.


An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.


Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.


Dec'h em eus gwelet gwad Nabod ha gwad e vibien, eme an AOTROU, met me en rento dit er park-se, eme an AOTROU. Setu perak, kemer-eñ ha taol-eñ er park-se, hervez komz an AOTROU.


Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù.


O douar, na c'holo ket va gwad! Ra ne vo lec'h ebet evit derc'hel va c'hriadenn.


Eus kêr e vez klevet tud o hirvoudiñ, ene ar re c'hloazet a glemm, ha Doue ne ra ket van outo.


Setu aze ar pezh ac'h eus graet hag em eus tavet. Kredet ec'h eus e oan e gwirionez eveldout. Da repren a rin hag e lakain an holl draoù-se dirak da zaoulagad.


Dasprenañ a raio o ene eus ar waskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.


Kanit d'an AOTROU a zo o chom e Sion, disklêriit e oberoù bras e-touez ar pobloù,


rak veñjiñ a ra ar gwad skuilhet, soñj en deus anezhañ, n'ankounac'ha ket kriadenn ar re c'hlac'haret.


An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.


Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?


Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.


Mard eo kavet, er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc'hennañ, un den lazhet astennet en ur park, hep gouzout piv en devo e lazhet,


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.


Samuel a lavaras: Petra ac'h eus graet? Saül a respontas: Pa em eus gwelet e pellae ar bobl diouzhin, ha ne zeues ket d'an deiz merket, hag e oa en em zastumet ar Filistined e Mikmash,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan