Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Adam a anavezas Eva e wreg. Houmañ a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras: Un den am eus bet gant sikour an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 4:1
8 Iomraidhean Croise  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.


Genel a reas c'hoazh e vreur Abel. Abel a voe mesaer ha Kain a voe labourer.


Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.


Gervel a reas anezhañ Noe, en ur lavarout: Hemañ hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus milliget an AOTROU.


Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.


Bremañ, lazhit pep paotr a-douez ar vugaligoù, ha lazhit pep maouez he deus anavezet un den en ur gousket gantañ,


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan