Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi?
Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.
En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ.
Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.
Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac’hanoc’h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c’hello hervez e c’hounid, evit na c’hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c’hestoù.
Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre ar gouelec'h bras-mañ. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n'en deus graet diouer dit.
Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.