An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.
Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.