Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, gwreg an hini marv ne zimezo ket er-maez, d'un diavaeziad; he breur-kaer a yelo d'he c'havout, he c'hemero evit e wreg, evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gêr. C'hwi a zo testoù a gement-se hiziv.