hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Mibien Juda a voe: Er, Onan, Shela, an tri a voe ganet dezhañ eus merc'h Shua ar Gananeadez. Er, kentañ-ganet Juda, a voe drouk dirak an AOTROU , a reas anezhañ mervel.
N’en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
O vezañ pignet en-dro, en disklêrias d'e dad ha d'e vamm o lavarout: Gwelet em eus ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined, bremañ kemerit anezhi evit ma vo va gwreg.