Un deiz ma tremenas Elizea dre Sunem, e oa eno ur vaouez pinvidik a zalc'has anezhañ da zebriñ bara en he zi. Ha bep gwech ma tremene, ez ae di evit debriñ bara.
Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.
Jael a yeas er-maez a-ziarbenn da Sisera, hag e lavaras dezhañ: Deus tre, va aotrou, deus tre em zi, na'z pet ket aon. Mont a reas eta en he zeltenn, hag hi a c'holoas anezhañ gant ur pallenn.
An deizioù a dremenas ha merc'h Shua gwreg Juda a varvas. Pa voe Juda frealzet, e pignas etrezek touzerien e zeñved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat.