Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 32:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Jakob a lavaras: O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, AOTROU, te hag ac'h eus lavaret din: Distro da'z pro hag etrezek da gerentiezh, hag e vin mat ez keñver!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 32:9
20 Iomraidhean Croise  

Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.


Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez.


Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.


Me eo Doue Betel; olevet ec'h eus eno ur peul ha graet din ur gouestl. Bremañ, sav, kae eus ar vro-mañ ha distro da vro da gerentiezh.


Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


An AOTROU a lavaras da Jakob: Distro da vro da dadoù hag etrezek da gerentiezh, ha me a vo ganit.


Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremañ va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.


Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad.


hag e lavaras: Mar sko Ezaü unan eus ar bandennoù, ar vandenn a chomo a c'hello tec'hel kuit.


Oberenn Doue da dad eo, an hini a sikouro ac'hanout, hag oberenn an Holl-C'halloudeg, an hini a vennigo ac'hanout gant bennozhioù an neñvoù eus an nec'h, bennozhioù an donder eus an traoñ, bennozhioù eus ar bronnoù hag eus ar mammog.


O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.


hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit?


Neuze ar roue Ezekiaz hag ar profed Izaia mab Amoz a bedas diwar kement-se, hag e krijont etrezek an neñvoù.


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.


Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:


David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan