Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 32:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Gourc'hemenn a reas dezho, o lavarout: Komz a reot evel-henn ouzh Ezaü va aotrou: Setu ar pezh a lavar da servijer Jakob: Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek bremañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 32:4
23 Iomraidhean Croise  

Selaou ac'hanomp, va aotrou. Ur priñs a-berzh Doue emaout en hor c'hreiz, sebeilh da varv en hini eus hor bezioù a zibabo. Hini ac'hanomp ne viro ouzhit e vez evit sebeliañ da varv.


Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom.


Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü: Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhañ e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab?


Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr.


Lavarout a ri: Da'z servijer Jakob. Ur prof eo, a gas da Ezaü va aotrou, ha setu e teu e-unan war hol lerc'h.


Bez' em eus ejened, ezen, deñved, mevelien ha mitizhien, hag e kasan d'henn disklêriañ da'm aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad.


Ra dremeno va aotrou, me az ped, a-raok e servijer. Me a yelo gwall c'houstadik diouzh paz ar chatal a zo dirazon ha diouzh paz ar vugale, betek m'en em gavin e ti va aotrou e Seir.


Ezaü a lavaras: Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin? Respont a reas: Evit kavout trugarez dirak daoulagad va aotrou.


Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom.


Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir.


Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


Neuze e c'hourizjont seier war o divgroazell ha kerdin ouzh o fennoù, hag e teujont da gavout roue Israel en ur lavarout: Da servijer Ben-Hadad a lavar: Savete va ene, me az ped. Hag e respontas: Bev eo c'hoazh? Va breur eo.


Aaron a respontas: Ra n'en em dano ket kounnar va aotrou; gouzout a rez eo douget ar bobl-mañ d'an droug.


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


Dre ar basianted eo gounezet ur priñs, hag un teod flour a vruzun eskern.


Va mab, gra buan an dra-mañ: en em denn ac'hane; pa'z out kouezhet etre daouarn da nesañ, kae, stou ha ped da nesañ.


Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.


Diougan diwar-benn Duma. Krial a reer din eus Seir: O gedour! Hag a-nevez eus an noz? Hag a-nevez eus an noz?


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


evel ma sente Sara ouzh Abraham o c’hervel anezhañ hec’h aotrou. Anezhi eo oc’h deuet da vezañ merc’hed, oc’h ober ar mad hep lezel ac’hanoc’h da vezañ trubuilhet gant aon ebet.


AOTROU, pa'z out aet kuit eus Seir, pa'z out aet a-raok eus parkeier Edom, an douar a grenas, an neñvoù a deuzas, ar c'houmoul a deuzas e doureier,


Saül a anavezas mouezh David hag a lavaras: Honnezh eo da vouezh, va mab David? David a lavaras, Va mouezh eo, o roue va aotrou!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan