Ha setu emañ ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioù spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.
Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.
Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.
Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?