3 Hi a lavaras: Setu va matezh Bilha. Kae daveti hag e c'hano war va barlenn, hag em bo ivez bugale drezi.
Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeras Zilpa he matezh hag he roas da Jakob da wreg.
Ar re-se eo mibien Bilha en doa roet Laban da Rachel e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl seizh den.
Jozef a welas bugale Efraim betek an deirvet lignez. Bugale Makir mab Manase a voe ivez ganet war daoulin Jozef.
Perak eo bet kinniget daoulin din? Perak divronn, din da zenañ?
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!