Pa voent deuet e Samaria, Elizea a lavaras: AOTROU, digor o daoulagad dezho, ma welint. An AOTROU a zigoras o daoulagad, hag e weljont: setu, e oant e-kreiz Samaria.
O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.