Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 3:6
19 Iomraidhean Croise  

Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.


Lavarout a reas da Adam: Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mañ diwar he fenn: Ne zebri ket diouti! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriñ a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioù da vuhez,


Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas ma taolas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef hag e lavaras: Kousk ganin.


mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.


D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.


Neuze e tistroas gantañ, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.


Graet em boa un emglev gant va daoulagad; penaos em befe sellet ouzh ur werc'hez?


Mab an den, setu, a-daol-trumm e tilamin diganit plijadur da zaoulagad. Met ne zougi ket kañv, ne oueli ket, ne lezi ket da zaeroù da redek.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Ha te mab an den, en deiz ma lamin o nerzh diganto, levenez o gloar, plijadur o daoulagad, an dra a zo staget o eneoù outi, o mibien hag o merc'hed,


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


N’eo ket Adam an hini a zo bet touellet, met ar wreg, goude bezañ bet touellet, a zo kouezhet en disentidigezh.


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


rak kement a zo er bed, c’hoantegezh ar c’hig, c’hoantegezh an daoulagad ha lorc’h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.


Gouelañ a rae evel-se en e gichen e-pad seizh deiz ar fest, ha d'ar seizhvet deiz e tisplegas dezhi, dre ma trubuilhe anezhañ. Neuze hi a zisplegas an divinadell da vibien he fobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan