Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 3:16
30 Iomraidhean Croise  

Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


Jabez a oa enoretoc'h eget e vreudeur, e vamm he doa e anvet Jabez o lavarout: Er boan eo em eus ganet anezhañ.


Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d'ar bihanañ.


He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet int bet, aet int kuit gant hast.


Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.


Setu perak va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?


Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.


Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.


met ma kas he gwaz anezho da netra en deiz ma klev, ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloù diwar-benn he gouestloù pe diwar-benn an ereoù lakaet war hec'h ene ne vo ket gwiriek, kaset e vint da netra gant he gwaz, hag an AOTROU a bardono dezhi.


Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n’eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn.


Ar wreg n’eo ket mestr war he c’horf hec’h-unan, met an ozhac’h eo. En hevelep doare ivez an ozhac’h n’eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.


Gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan evel ma tere en Aotrou.


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Rak Adam a zo bet krouet da gentañ, hag Eva da c’houde.


Koulskoude e vo salvet o tont da vezañ mamm, mar kendalc’h gant poell er feiz, er garantez hag er santelezh.


bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan