12 Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.
An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ.
Adam a roas anvioù d'an holl chatal, da laboused an neñvoù ha da holl anevaled ar parkeier; met evit an den, ne gavas skoazell ebet heñvel outañ.
An AOTROU Doue a reas ur vaouez digant ar gostezenn en doa kemeret eus Adam, hag he degasas da gavout Adam.
An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?
mar em eus goloet, evel Adam, va fec'hedoù, mar em eus kuzhet em bruched va direizhder,
Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.
Ha Saül a lavaras: Degaset o deus anezho digant an Amalekited, rak ar bobl he deus espernet ar re wellañ eus an deñved hag eus an ejened, evit o aberzhiñ d'an AOTROU da Zoue, hag an nemorant hon eus lakaet da verz.