11 An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?
Eñ a respontas: Klevet em eus da vouezh el liorzh hag em eus bet aon, dre ma'z on en noazh, hag ez on en em guzhet
Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.
Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.
Setu aze ar pezh ac'h eus graet hag em eus tavet. Kredet ec'h eus e oan e gwirionez eveldout. Da repren a rin hag e lakain an holl draoù-se dirak da zaoulagad.
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.