9 Kae da gemer din en tropell daou venn-gavr mat ha me a ficho da'z tad ur meuz mat evel ma plij dezhañ.
Te en kaso da'z tad evit ma tebro ha ma vennigo ac'hanout a-raok e varv.
Mont a reas eta d'o c'herc'hat hag o degasas d'e vamm. Hi a fichas ar meuz mat evel ma plije d'e dad.
Fich din ur meuz mat evel ma karan, degas anezhañ din evit m'en debrin; ha ma vennigo va ene ac'hanout a-raok ma varvin.
Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh er pezh ez an da c'hourc'hemenn dit.
Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Hol lez da'z terc'hel ha da fichañ evidout ur menn-gavr.
Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab.