Jakob a lavaras d'e dad: Me eo Ezaü da vab henañ. Graet em eus ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din. Sav, me az ped, azez ha debr eus va jiber evit ma vennigo da ene ac'hanon.
Neuze e lavaras: Servij ac'hanon evit ma tebrin eus jiber va mab ha ma vennigo va ene ac'hanout. Hag e servijas anezhañ, hag e tebras. Degas a reas dezhañ ivez gwin, hag ec'h evas.
Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hweshaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.
Eñ a fichas ivez ur meuz mat, a zegasas anezhañ d'e dad hag a lavaras d'e dad: Ra savo va zad ha ra zebro eus jiber e vab evit ma vennigo da ene ac'hanon.
Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pezh a lavaras o zad dezho en ur vennigañ anezho. Bennigañ a reas pep hini anezho, hervez ar vennozh a zeree outañ.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.