Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.
En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.