Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 26:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras: Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo? Izaak a respontas: Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 26:9
5 Iomraidhean Croise  

Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?


Abimelek a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? War-vete nebeut unan bennak eus ar bobl en dije kemeret da wreg hag hol lakaet kablus.


C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg.


Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?


O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec’h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c’hortoze ar bobl yuzev.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan