Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 26:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 26:7
15 Iomraidhean Croise  

Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant


Lavar, me az ped, penaos out va c'hoar, evit ma vin degemeret mat en abeg dit ha ma em bo va buhez saveteet abalamour dit.


Priñsed Faraon he gwelas hag he meulas dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon.


Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.


Abraham a lavaras eus Sara e wreg: Va c'hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasas da skrapañ Sara.


Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.


Ar plac'h yaouank a oa gwall gaer. Gwerc'hez e oa ha gwaz ebet n'en doa hec'h anavezet. Diskenn a reas d'ar vammenn, leuniañ a reas he fod, hag ec'h adpignas.


Izaak a chomas eta e Gerar.


C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg.


Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm.


Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan