Abraham a gemeras Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl en doa prenet gant e arc'hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec'h amdroc'has o c'hig an deiz-se memes, evel m'en doa lavaret Doue.
E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc’hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d’an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d’ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.