En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
Az pez soñj eus Abraham, Izaak hag Israel, da servijerien, az poa touet dezho ennout da-unan o lavarout: Kreskiñ a rin ho lignez evel stered an neñvoù hag e roin d'ho lignez an holl vro-se, am eus komzet diwar he fenn, hag e vo dezho da viken.
C’hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e lignez. N’eo ket lavaret: D’e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da’z lignez, da lavarout eo Krist.
Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,
N'eo ket en abeg da'z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc'hennañ ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.