An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.
Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.