Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae kuit, pign ac'halen te hag ar bobl ac'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, kae etrezek ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez.
C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.