9 Ar servijer a lakaas e zorn dindan morzhed Abraham e vestr, hag e touas dezhañ ober kement en doa lavaret.
Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor.
Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,