Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 24:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met mont a ri da'm bro, etrezek va c'herent, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab, evit Izaak.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 24:4
12 Iomraidhean Croise  

Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevas kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.


An AOTROU a lavaras da Abram: Kae er-maez eus da vro, eus da gerentiezh, eus ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit.


An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.


met mont a ri etrezek ti va zad ha war-zu va c'herentiezh, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab.


Ar servijer a respontas: Marteze ne fello ket d'ar wreg heuliañ ac'hanon betek ar vro-mañ. Ha ret e vo din kas da vab d'ar vro ma oas deuet diouti?


Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan.


Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm.


Jehojada a roas dezhañ div wreg, hag e voe tad da vibien ha da verc'hed.


Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec’h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc’h da zistreiñ dezhi,


E dad hag e vamm a lavaras dezhañ: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan