Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 24:3
49 Iomraidhean Croise  

Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!


Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar,


Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.


An AOTROU, Doue an neñv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout: Reiñ a rin da'z lignez ar vro-mañ, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab.


Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?


Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan.


Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad,


En em unanit ganeomp, reiñ a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h.


Juda a welas eno merc'h ur C'hananead anvet Shua, hag e kemeras anezhi hag ez eas daveti.


Lavarout a reas: Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhañ. Hag Israel a stouas war benn e wele.


Jozef a reas touiñ mibien Israel hag a lavaras dezho: A-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h ha neuze e kasot va eskern ac'hann.


mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.


Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.


Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout: AOTROU Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!


Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.


Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.


Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.


Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.


Benniget oc'h gant an AOTROU, a reas an neñvoù hag an douar.


Meulit Doue an neñvoù, rak e drugarez a bad da viken!


Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.


le an AOTROU a zeuio etre an daou, evit anavezout n'en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ. Perc'henn al loen a gemero al le, hag egile ne zaskoro ket.


Lakaat a reot evezh ouzh kement am eus lavaret deoc'h. Ne venegot ket anvioù doueoù estren ha ne vint ket klevet eus ho kenoù.


Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.


Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.


Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.


An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.


Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.


Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.


kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma kanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,


neuze an aberzhour a raio d'ar wreg touiñ gant ul le a vallozh, hag an aberzhour a lavaro dezhi: Ra daolo an AOTROU ac'hanout da vallozh ha da zroukskouer e-touez da bobl, o lakaat da vorzhed da vreinañ ha da gof da goeñviñ,


Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma’z emañ hec’h ozhac’h o vevañ. Met ma varv hec’h ozhac’h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag e toui dre e anv.


An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc’h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù.


Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur,


E dad hag e vamm a lavaras dezhañ: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad.


Jonatan a lakaas c'hoazh David da douiñ dre ar garantez a zouge dezhañ. Rak karout a rae anezhañ evel e ene.


David a lavaras dezhañ: Ha ren a ri ac'hanon da gavout ar bagad-se? Hag e respontas: Tou din dre Zoue na'm lazhi ket, ha na'm lakai ket etre daouarn va mestr, hag e renin ac'hanout betek ar bagad-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan