Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 24:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 24:2
14 Iomraidhean Croise  

Abram a respontas: AOTROU Doue, petra a roi din? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhañ eo Eliezer a Zamask.


Neuze e lavaras: Me eo servijer Abraham.


Va mestr en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg da'm mab e-touez merc'hed Kanaan, er vro m'emaon o chom enni,


Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout: Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoù e sac'h.


Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.


Lavarout a reas: Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhañ. Hag Israel a stouas war benn e wele.


Henaourien e di a savas hag a zeuas d'e gavout, evit ober dezhañ sevel diwar an douar. Met ne fellas ket dezhañ, ha ne zebras ket ganto.


E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.


An holl bennoù, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegañ d'ar roue Salomon.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan